Aurelius Victor

Sextus Aurelius Victor (war-dro 327 - war-dro 390) a oa ur politikour hag istorour roman a orin eus Proviñs Africa. Gouarnour e voe e Pannonia en amzer Juluan ha dont a reas prefed kêr Roma en 389.

Sevel a reas un Historia Romana, e peder levrenn, adalek amzer Augustus betek hini Julian (360), embannet war-dro 361. Gant Julian (360-363) e voe anvet da brefed Pannonia Secunda. Marteze e oa an den a voe konsul en 369, war un dro gant Valentinianus Galates (mab Valentinian I ?), ha praefectus Urbi (prefed kêr Roma) e 389[1].

  1. Ammianus Marcellinus, xxi.10.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy